Deiziad krouiñ | 1976 |
---|---|
Anvet diwar | Xavier de Langlais |
Stad | Bro-C'hall |
Yezh implijet | brezhoneg |
Savet eo bet ar Priz Langleiz, pe Priz Zavier Langleiz, e 1976 evit enoriñ, bep bloaz, ul levr brezhonek pe divyezhek[1], diembann pe get[2], pe oberenn glok ur skrivagner brezhonek. Evit mirout memor ar skrivagner gallek ha brezhonek Zavier Langleiz (1906-1975) eo bet krouet ar priz gant e wreg, Annaig Langleiz (ganet du Châtellier - marvet e 2005), ha gant ar familh Langleiz e vez pourchaset an donezon roet d'an oberour.
Gant ur strollad-barn bodet gant Kuzul ar Brezhoneg e vez dibabet an loreidi.