Iskevrennad eus | prize |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1901 |
Anv er yezh a orin | Nobelpriset |
Treuzskrivadur API | noˈbɛl |
Anvet diwar | Alfred Nobel |
Diazezer | Alfred Nobel |
Stad | Sveden, Norvegia |
Lec'h | Stockholm |
Deroet gant | Norwegian Nobel Committee, Akademiezh roueel skiantoù Sveden, Swedish Academy, Nobel Assembly at the Karolinska Institute, Alfred Nobel |
Notenn ar varnouriezh | 5, 0.8 |
Day in year for periodic occurrence | 10 Kerzu |
Lec'hienn ofisiel | https://www.nobelprize.org/ |
Ar priz Nobel a zo ur priz roet bep bloaz d'an dud o deus kaset ar skiant pe ar gevredigezh war-raok. Krouet e oa hervez testamant Alfred Nobel e 1895. Roet e voe ar wech kentañ e 1901, gant roue Sveden. Lidet e vez ar prizioù d'an 10 a viz Kerzu, deiz ganedigezh marv Alfred Nobel. An neb az a ar maout gantañ a c'hounez ivez un tammig muioc'h evit ur milion a euroioù.
War pemp tachenn e vez roet prizioù: ar peoc'h, al lennegezh, ar gimiezh, ar vezegiezh, hag ar fizik. Ur priz all, Priz Sveriges Riksbank war ar Skiantoù Ekonomikel en eñvor eus Alfred Nobel, a oa savet gant bank roueel Sveden e 1968 ha roet evit ar wezh kentañ e 1969[1]. Ar prizioù Nobel war ar gimiezh, ar fizik, ar c'horfadurezh pe ar vezegiezh, hag al lennegezh ha priz skiantoù an armerzh, a vez "hevelebet oute" peurliesañ, a vez sellet oute evel ar prizioù brasañ a c'haller da gaout war an tachennoù-se[2]. Priz Nobel ar Peoc'h a zegas ivez kalz brud, ha rendael a vez alies a-zivout ar priz-se war an dachenn bolitikel. War-bouez priz Nobel ar Peoc'h e vez roet ar prizioù Nobel ha priz skiantoù an armerzh e Stockholm, e Sveden, da-geñver lid bloaziek ar priz Nobel, d'an 10 a viz Kerzu, deiz-ha-bloaz marv Nobel. Komz a ra an Ensavadur Nobel eus ar 6 priz-se roet e Stockholm evel ar "Prizioù svedat". Priz Nobel ar Peoc'h a vez roet da-geñver ul lid bloaziek en Oslo, e Norvegia, d'an 10 a viz Kerzu ivez[3],[4]. Prezegennoù loreidi ar "Prizioù svedat" a vez graet d'an 9 a viz Kerzu.[5] "Evel ma vez sellet ouzh ar priz Nobel evel ar priz lufrusañ er bed, lid ar prizioù hag ar banvez e Stockholm hag Oslo zo deuet da vezañ e darvoudoù etrebroadel a bouez bras ma kaver dileuridi eus kazetennoù, radioioù ha skinwelioù ar bed a-bezh."[5].