Ar Priz Pritzker a zo ur priz adeiladouriezh a vez roet bep bloaz gant izili an diazezadur Hyatt abaoe 1979. Krouet eo bet gant an nevidour amerikan Jay Arthur Pritzker (1922-1999) hag e wreg.
Pal ar priz eo garedonañ labour un adeiladour bev en deus diskouezet e varregezhioù hag en deus degaset kalz d'an denelezh dre ar raktresoù sevenet gantañ. Par d'ar Priz Nobel eo ar Priz Pritzker evit an adeiladourion ; 100 000 $ a vez roet d'al loread(ez) gant ar chadennad letioù Hyatt bet diazezet gant ar vreudeur Pritker e 1957.
Hiziv an deiz e vez roet ar priz gant Thomas J. Pritzker, mab da Jay A. Pritzker, a zo e penn ar fondezon Hyatt.
Div vaouez hepken o deus bet ar Priz Pritzker betek-henn : an Irakadez Zaha Hadid e 2004 hag ar Japanadez Kazuyo Sejima e 2010.
Ar Japanad Ryue Nishizawa e oa al loread yaouankañ pa c'hounezas ar Priz a-gevret gant K. Sejima : 44 bloaz e oa d'ar mare.