Ar programm Apollo eo ar programm a gasas tud war al Loar evit ar wech kentañ. Gant an NASA eo bet kaset da benn, ha roet e oa bet lañs d'ar pal mont betek al Loar ha distreiñ ac'hano gant prezidant ar Stadoù-Unanet John F. Kennedy e-kerzh ur brezegenn distaget d’ar 25 a viz Mae 1961. D’an 21 a viz Gouhere 1969 e kerzhas un den war al Loar evit ar wech kentañ gant ar gefridi Apollo 11. En holl ez eus bet 12 o kerzhet war al Loar etre 1969 ha 1972, pa oa bet klozet an traoù gant ar gefridi Apollo 17. Abaoe n'eus bet den o vont betek al Loar ken.