Dizoloet gant | Collins, Voyager 1 |
Dizoloet d'ar | Here, 1980 |
Doareennoù he c'helc'htro[1] | |
---|---|
radius krenn | 139,380 ± 10 km |
Kelc'htro | km |
Ezkreizennegezh | 0.0022 |
Periapsis | |
Apoapsis | |
Prantad reveulziañ | 0.612990038 dd |
Tizh orbitel krenn | |
Stouadur | 0.008 ± 0.004° |
Loarenn eus | Sadorn |
Doareennoù fizikel | |
Treuzkiz krenn | 86 km (119×87×61 km)[2] |
Pladadur | |
Gorread | ~24,600 km² |
Volum | ~335,000 km3 |
Mas | 1.566 ± 0.019 ×1017 kg[1] |
Douester | 0.47 ± 0.07 g/cm³ |
Gravitadur gorre | ~0.003 m/s2 |
Tizh achap | ~0.019 km/s |
Devezh | sinkron |
Stouadur | 0 |
Albedo | 0.6 |
Sked dre wel | - |
temp. gorre | ~74 K |
Gwask atmosferel | ebet |
Prometheus (gresianeg Προμηθέας) a zo ul loarenn diabarzh eus Sadorn. Dizoloet voe e 1980 dre studiañ luc'hskeudennoù graet gant Voyager 1 hag anvet e voe S/1980 S 27.[3] E 1985 e tegemeras anv Prometheus hervez an titan gresian. Anvet eo ivez .[4]
Hir tre eo ar loarenn vihan-se ha gwelout a reer kalz barroù ha traoniennoù warni. Warni e kaver ivez krater a vuzul a re vrasañ 20 km o zreuzkiz. Nebeutoc'h kraterekaet eo eget Pandora, Epimetheus ha Janus, avat. He douster izel hag hec'h albedo a zamveneg eo keaozet eus skorn spluius.
Ul loarenn vesaer evit ar walenn F eo. Luc'hskeudennoù graet gant ar sontenn Cassini a ziskouez e tireizh ar walenn dre "laerañ" mater diganti. Rouestlek eo he c'helc'htro abalamour da levezon Pandora.