Карело-Финская Советская Социалистическая Республика Karjalais-suomalainen sosialistinen neuvostotasavalta | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Ger-stur Kaikkien maiden proletaarit, liittykää yhteen! "Proleterion ar bed, em unanit!" | |||||
Yezh ofisiel | Hini ebet. | ||||
Yezhoù | Finneg Rusianeg | ||||
Kêr-benn | Petrozavodsk | ||||
Gorread • En holl • % dour |
172 400 km² 25 | ||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
651 300 (1959) • 3,8/km² | ||||
Prezidant (diwezhañ) |
Otto Ville Kuusinen | ||||
Moneiz | Roubl (rupla) |
Unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel e oa ar Republik Sokialour Soviedel Finnek-Kareliek (finneg: Karjalais-suomalainen sosialistinen neuvostotasavalta), krouet d'an 31 a viz Meurzh 1940 hag aet da get d'ar 16 a viz Mezheven 1956.
D'ar 16 a viz Mezheven 1956 e oa bet enbarzhet e RSKS Rusia, ha deuet da vezañ Republik Sokialour Soviedel Emren (RSSE) Karelia.
Petrozavodsk e oa kêr-benn ar Republik soviedel-mañ.
E gwirionez e oa bet atav ar Garelianed hag ar Finned pobloù bihanniver er republik-mañ, atav nebeutoc'h evit 10% eus ar boblañs.
D'an 13 a viz Du 1991 e teuas da vezañ Republik Karelia, ur rann eus Kevread Rusia.