Киргизская Советская Социалистическая Республика Кыргыз Советтик Социалисттик Республикасы | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Yezh ofisiel | Hini ebet. | ||||||
Yezhoù | Kirgizeg Ruseg | ||||||
Kêr-benn | Frounze | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
198 500 km² 3,6 | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
4 257 800 (1989) 21,4/km² | ||||||
Moneiz | Roubl (сом) |
Lec'hiet e Kreiz Azia e oa Republik Sokialour Soviedel Kirgizia (kirgizeg: Кыргыз Советтик Социалисттик Республикасы), unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel.
Krouet e oa bet d'ar 14 a viz Here 1924 evel Oblast Emren Kara-Kirgizia, ur rann eus RSKS Rusia. D'ar 1añ a viz C'hwevrer 1926 e teuas da vezañ Republik Sokialour Soviedel Emren Kirgizia, hag a oa ebarzhet e Rusia c'hoazh, hag a-benn ar fin, d'ar 5 a viz Kerzu 1936 e teuas da vezañ ur Republik distag gant an anv Republik Sokialour Soviedel Kirgizia (adanvet an deiz a-raok).