Krouet e oa bet Republik Sokialour Soviedel Emren (RSSE) Turkestan d'an 30 a viz Ebrel 1918 diwar Krai Turkestan.
Tochkent (anavezet ivez evel Tachkent diwar stumm rusek hec'h anv) e oa kêrbenn ar republik-mañ.
E 1924 ec'h eas da get er Republik-mañ o vezañ ma voe isrannet etre RSS Tadjikistan, RSS Turkmenistan, RSS Ouzbekistan, Oblast Emren Kara-Kirgizia hag Oblast Emren Karakalpak.