Ur benveg-dorn eo ar rabod, a implijer evit labourat ar prenn : e blaenaat, e voanaat, e c'haraniñ pe c'hoazh e stummañ. Gant ar gilvizien e vez implijet er sevel-tiez, ar vunuzerien a ra gantañ da fardañ traoù e prenn, ha heptañ ne c'hallje ket ar c'hloestrourien ober pezhioù-arrebeuri. Ar gizellerien ivez a labour gant rabodoù a-wezhioù.