Red Cloud

Red Cloud, pe e lakotaeg Maȟpíya Lúta (Koumoulenn Ruz), ganet e 1822 e trowardroioù kêr North Platte a-vremañ (Nebraska, Stadoù-Unanet Amerika) ha marvet d'an 10 a viz Kerzu 1909 e mirva Pine Ridge (South Dakota), a oa ur penn Oglala, unan eus seizh meuriad ar bobl Siou Lakota. Kemer a reas penn un emglev etre Sioued, Cheyened hag Arapahoed adalek 1866 evit kas ur brezel a-enep da arme ar Stadoù-Unanet. Echuiñ a reas gant eil feur-emglev Fort Laramie e 1868, hag a anaveze e oa ar Sioued mistri war un dachenn vras, enni ar Black Hills.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne