Rann eus | Reinhard Heydrich assassination, dramatic portrayals of Reinhard Heydrich ![]() |
---|---|
Reizh pe jener | paotr ![]() |
Bro ar geodedouriezh | Reich alaman ![]() |
Lealded | Trede Reich ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Reinhard Heydrich ![]() |
Anv ganedigezh | Reinhard Tristan Eugen Heydrich ![]() |
Anv-bihan | Reinhard ![]() |
Anv-familh | Heydrich ![]() |
Deiziad ganedigezh | 7 Meu 1904 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Halle (Saale) ![]() |
Deiziad ar marv | 4 Mez 1942 ![]() |
Lec'h ar marv | Praha ![]() |
Doare mervel | muntr ![]() |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan, sepsis ![]() |
Killed by | Jan Kubiš, Jozef Gabčík ![]() |
Lec'h douaridigezh | Invalids' Cemetery ![]() |
Tad | Richard Bruno Heydrich ![]() |
Mamm | Elisabeth Krantz ![]() |
Breur pe c'hoar | Maria Heydrich, Heinz Heydrich ![]() |
Pried | Lina Heydrich ![]() |
Bugel | Heider Heydrich ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg ![]() |
Implijer | Gestapo ![]() |
Karg | member of the Reichstag of Nazi Germany, President of Interpol, Chef der Sicherheitspolizei und des SD ![]() |
Bet war ar studi e | Technical University of Munich, Hans-Dietrich-Genscher-Gymnasium ![]() |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman ![]() |
Sport | Iskrim ![]() |
Grad milourel | SS-Oberst-Gruppenführer, Obergruppenführer ![]() |
Brezel | Eil Brezel-bed ![]() |
Skour lu | Schutzstaffel ![]() |
Ezel eus | Schutzstaffel, Deutschvölkischer Schutz und Trutzbund ![]() |
Reinhard Tristan Eugen Heydrich (Halle, 7 a viz Meurzh 1904 – Praha, 4 a viz Even 1942), a oa un obergruppenführer eus ar Schutzstaffel, ur penn uhel eus ar Gestapo, rener ar Reichssicherheitshauptamt (RSHA), protektour Bohemia ha Moravia, hag un adeiladour eus al Loskaberzh. Ren a rae kendiviz Wannsee ha divizet e voe gantañ an "diskoulm diwezhañ" war divoud ar "gudenn yuzev", diwar urzh Hermann Göring.
Diazezour ar Sicherheitsdienst e oa ; an aozadur-mañ a oa karget da neptuiñ ar rezistañs savet a-enep an Trede Reich gant hangas, herzel pe muntrerezh. Harpañ a reas aoziñ Nozvezh ar strink (Kristallnacht), un argad a-enep ar Yuzevien kaset da benn gant ar Sturmabteilung d'ar 9-10 a viz Du 1938. Heydrich a oa atebek war an Einsatzgruppen, ur strollad karget da glask ar Yuzevien en Europa a-bezh hag o hangas pe o lazhañ war al lec'h.
D'ar 27 a viz Mae 1942 e voe gloazet Heydrich en ur gwalldaol ("Operation Anthropoid") e Praha. Mervel a reas en ospital un nebeud deizioù goude. En e enor e voe anvet diouennañ Yuzevien Polonia Aktion Reinhard gant pennoù bras an SS hag ar RSHA.
Gwelet e vez (hag e veze dija pa oa bev) Heydrich evel ofiser SS ha torfedour nazi pennskoueriek : gouennelour, otus, digizidik ha c'hoantek. Krouet ez eus bet meur a rol e filmoù Hollywood war e batrom.