Pa gomzer eus ur reizhiad pentatonek (eus ar ger henc'hresianek "penta", pemp), e tachenn ar sonerezh, e komzer eus ur skeulenn enni pemp derez tonioù disheñvel.
Ar ger a vez implijet evit komz eus ur skeulenn bentatonek dreist-holl, an hini a zo lâret anhemotonek (= hep hanter-ton) gant an etnomuzikourien.
Skeul touchennoù du ar piano a zo pentatonek. Pe c'hoazh (skouer ar pennad-mañ) :
re - mi - sol - la - si - re - mi - sol