Rem Koolhaas

Rem Koolhaas

Rem Koolhaas (17 a viz Du 1944, Rotterdam, Izelvroioù) a zo ur savour hag ur c'hêraozour izelvroat. Kazetenner eo bet, ha studiet en deus ar savouriezh en Architectural Association e Londrez hag e skol-veur Cornell (New York). Kelenner war pleustr ar savouriezh hag an design-kêr ("Professor in Practice of Architecture and Urban Design") eo e skol-veur design Harvard (Stadoù-Unanet). Brudet eo evit bezañ skrivet al levr S,M,L,XL, gant an tresour Bruce Mau. E 2000 en deus bet ar Priz Pritzker. E studi-savouriezh a zo anvet OMA (Office for Metropolitan Architecture, Burev evit ur Savouriezh Veurgêr) a zo bet savet e 1975 ha staliet eo e Rotterdam. Hiziv and eiz ez eus daou vurev all : an eil e New York, egile e Beijing. Brudet eo Koolhass evit e raktresoù savouriezh, e veizadoù keraozañ hag e zielfennadurioù a-fet sevenadur.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne