Er yezhoniezh e vez implijet an termen renadur ar penn (saoz. : head directionality) evit komz eus un arventenn gevreadurezhel (soaz. syntactic parameter hervez lec'h ar penn e-keñver renadennoù pe elfennoù all ur ger kevrennek pe ur frazenn, da skouer lec'h an anv en ur frazenn anv e-kenver an anvioù-gwan.
Disrannet e vez ar yezhoù evel-hen etre an daou rummad-mañ, en ur c'hoût e tenn da duadoù nemetken kentoc'h evit da dalvoudoù peurvoudek, dal lâret eo e c'hell ur yezh en em derc'hel peurliesañ evel ur yezh eus ur rummad met a-wezhoù en em derc'hel evel ur yezh eus ur rumamd all evel ma c'hoarvez a-wezhoù gant an anvioù-gwan o tennañ da ventoù ("bras", "bihan"), da livioù, h.a. :
brezhoneg hag er yezhoù romanek, da skouer e galleg:
Great e vez ivez "yezhoù diorroet a-dehoù" (saoz. right-branching) eus ar yezhoù gante ar penn el lec'h kentañ dre m'en en diorren ar renadennoù a-dehoùd'ar penn ha "yezhoù diorroet a-gleiz" (saoz. left-branching) eus ar re gante ar penn el lec'h diwezhañ dre m'en en diorren ar renadennoù a-gleiz d'ar penn, da skouer e saozneg :