Rhun fab Urien, pe Rhun Ryfeddfawr (dibenn ar VIvet kantved - deroù ar VIIvet kantved), a oa mab da Urien Rheged (wd. 550-90), roue Rheged en Hen Ogledd.
Tri breur en doa: Owain, Rhiwallon ha Pasgen. Owain, ar mab henañ, an hini a voe roue war-lerc'h o zad, pa voe lazhet en emgann ouzh ar Saozon. Barzhonegoù a voe savet gant ar barzh Taliesin da Urien hag Owain, met hini ebet da Rhun.