Rhys ab Owain

Rhys ab Owain (marvet e 1078) a oa roue Deheubarth, e mervent Kembre.

Mab e oa da Owain ab Edwin, eus lignez Hywel Dda, tierniezh Dinefwr. Mont a reas da-heul e vreur Maredudd a oa o ren e Deheubarth e 1072. Hervez Brut y Tywysogion e oa kiriek, gant aotrounez arall Ystrad Tywi, da lazhadenn Bleddyn ap Cynfyn, roue Gwynedd ha Powys, e 1075.

E 1078 e voe trec'het gant Trahaearn ap Caradog.

Diwezhatoc'h, e 1078, e voe lazhet Rhys gant roue Gwent, Caradog ap Gruffydd.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne