Riders on the Storm

Riders on the Storm zo ur ganaouenn saoznek gant ar strollad sonerien stadunanat The Doors.

Hervez Robby Krieger, gitarour ar strollad, e oa bet levezonet krouidigezh Riders on the Storm gant (Ghost) Riders in the Sky: A Cowboy Legend, ur ganaouenn savet gant ar sonaozer stadunanat Stan Jones e 1948. Deuet e voe e-maez un nebeud mizioù a-raok da Jim Morrison mont da Anaon e Pariz d'an 3 a viz Gouere 1971.

Anavezet-mat eo Riders on the Storm en abeg da drouzioù ar glav o pilat hag ar barradoù arnev, mesket en un doare souezhus gant an notennoù sklintin sonet gant Ray Manzarek war e biano tredan.

  1. 4:35 war ar bladennig.
  2. Dekvet ha diwezhañ kanaouenn an albom.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne