Robin Hood a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek, sevenet gant ar filmaozer stadunanat Wolfgang Reitherman (1909-1985).
Diazezet eo ar senario diwar Robin Hood, ul laer hag un haroz mojennel saoz eus ar Grennamzer.
Produet gant Walt Disney Productions e voe skignet gant Buena Vista Film Distribution Company, Inc., evit ar wech kentañ, d'an 8 a viz Du 1973[2] e New York[3] (Stadoù-Unanet Amerika). Kentañ film bevaat warn-ugent ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h The Aristocats (e miz Kerzu 1970) hag a-raok The Many Adventures of Winnie the Pooh (e miz Meurzh 1977).