Rocaforte (Roc'h kreñv) zo ur gêriadenn e Navarra (Spagn), 40,5 km eus Pamplona. Er Grennamzer e oa anvet Sangüesa la Vieja. Eno e oa kreñvlec'h orin kêr Sangüesa, a zo 1,4 km alese.
Ganti e veze difennet harzoù Rouantelezh Navarra en Xvet hag XIvet kantved. Distrujet e voe ar c'hastell e 1516 da vare aloubadeg Navarra.