Roched

Roched eus ar bloavezhioù 1930, war ziskouez en Norsk Folkemeuseum, en Oslo, e Norge .
Roched, pleget .
Roched ha kravatenn c'hlas
Roched milginoù berr

Ur roched zo ur pezh dilhad a c'holo korf ar baotred adalek an divskoaz betek an divlez, pe betek ar gaol, pe izeloc'h zoken a-wechoù. Nozelennoù pe boutonoù a vez peurvuiañ da brennañ ar rochedoù a-vremañ. An darn vrasañ a vez milginoù hir outo, hogen milginoù berr a vez douget en deizioù tomm ivez. Evit merc'hed e komzer eus hiviz peurvuiañ.
War ur roched e c'haller dougen kravatenn, jiletenn, stammenn, pe porpant.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne