Ruth Brown Snyder (Manhattan, New York, 27 a viz Meurzh 1895 - Prizon Sing Sing, Ossining, 12 a viz Genver 1928) a oa un dorfedourez stadunanat. Chomet eo brudet dre ma voe kondaonet d'ar gador-dredan e toull-bac'h Sing Sing evit muntr he gwaz, Albert, ha dre ma voe luc'hskeudennet, filmet hag embannet he lazhadenn.