Ar Sadorn eo an deiz etre ar Gwener hag ar Sul. Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo eta ar c'hwec'hvet deiz eus ar sizhun. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar seizhvet deiz, hag an hini diwezhañ eta. Dont a ra an anv eus hini an doue roman Sadorn, Saturnus e latin.