Santa Luzia (Kab Glas)

Kartenn Santa Luzia
Lec'hiadur Santa Luzia er C'hab Glas

Santa Luzia zo un enezenn eus ar C'hab Glas, er gevred da São Vicente, er Meurvor Atlantel.

35 km² eo he gorread ha 395 m hec'h uhelder pennañ. En XVIIIvet kantved e oa un nebeud kouerien o chom enni met didud eo bremañ abalamour m'eo aet war dezerzhiekaat. Abaoe 2005 eo deuet da vezañ ur mirva naturel, asambles gant inizi Branco ha Raso[1].

Asambles gant enez São Vicente ec'h a d'ober kumun São Vicente.

  1. [1] Mirva Santa Luzia e lec'hienn PRCM

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne