Sargon Akkad

Penn en arem eus ur roue eus Akkad (Mirdi broadel Iraq), hini Sargon Akkad moarvat, marteze hini Naram-Sin.

Sargon Akkad, eus an akkadeg Šarru-kîn (troet peurliesañ gant « roue gwirion »), a savas Impalaeriezh Akkad, oc'h unvaniñ dre nerzh keodedoù pennañ Mezopotamia dindanañ. N'eo ket asur bloaziadoù e ren. Peurvuiañ e vez bloaziet eus -2334 betek -2279 kent J.-K., met marteze en deus renet diwezhatoc'h, etre -2285 ha -2229. Evit ar wezh kentañ en istor e oa unvanet ul lodenn vras eus Mezopotamia dindan aotronouniezh ur roue.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne