Savenn liesarc'hwel bureveg

Ur savenn liesarc'hwel vureveg

Ur savenn liesarc'hwel vureveg a zo un ardivink niverel o kenstagañ ennañ meur a arc'hwel bureveg. A-wechoù e vez graet savenn kehentiñ anezhañ peogwir e testroll ennañ war-dro an holl arc'hwelioù rekis da gehentiñ dre deulioù e-barzh ur frammad bennak. E saozneg e vez graet gant MFP (MultiFonction Plate-form). Peurliesañ e vez kennasket an ardivink-se ouzh ur rouedad stlennegel da ginnig e arc'hwelioù da arverañ evit an holl staelioù labour.

An arc'hwelioù kenstaget e-barzh ur savenn liesarc'hwel a zo, da heul :

  • Luc'heilañ
  • Moullañ
  • Pelleilañ
  • Dezrannañ

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne