E romantoù Harry Potter skrivet gant J. K. Rowling e reer eus pevar sorser diazezerien skol sorserezh ha strobinellerezh Hogwarts. Er skol e c'hoarvez ar pep brasañ eus avanturioù an harozed a zo, Harry Potter en o zouez, skolidi pe implijidi eus Hogwarts. E bed faltaziek Rowling e oa bet diazezet Hogwarts tost mil bloaz zo gant "pevar eus ar brasañ sorserien ha sorserezed eus ar mare"[1]: Godric Gryffindor, Helga Hufflepuff, Rowena Ravenclaw ha Salazar Slytherin. Pep hini a ziazezas unan eus pevar c'hoskoriad Hogwarts badezet gant o anv.