Se canta (stummoù all : Se chanta, Se canti, Se canto), pe Aquelas montanhas (stummoù all : Aqueras montanhas, Aqueres montanhes, Aquelei montanhas, Aqueli montanhas) pe La font de Nimes (stummoù all : La fònt de Nimes, la hont de Nimes) pe c'hoazh Montanhes Araneses, zo ur ganaouenn okitanek anavezet gant meur a stumm e broioù Okitania. Kontañ a reer e oa bet skrivet gant Gaston Fèbus, kont Fois ha beskont Bearn. Sellet a reer outi bremañ evel kan broadel Okitania. Meur a stumm zo anezhi, hervez ar rannyezhoù hag ar rannvroioù[1].
Ar stumm kanet e Traoñienn Aran, anvet Montanhes araneses, zo kan ofisiel ar vroig-se[2].
Lakaet eo bet en aragoneg ivez, gant an titl Aqueras montanyas, ha kanet eo bet gant meur a ganer eus Aragon, en o zouez ar barzh José Antonio Labordeta hag ar strollad Biella Nuei.