Semper fidelis, zo un droienn latin a dalvez kement ha "leal da viken". Brudet eo evit bezañ ger-stur an United States Marine Corps. Alies ez eo berraet e Semper Fi. Implijet eo bet abaoe pell gant kêrioù (evel Sant-Maloù), familhoù, skolioù, hag unvezioù milourel.
Enrollet eo bet evit ar wech kentañ implij an droienn semper fidelis evel ger-stur e kêr Abbeville abaoe 1369. Implijet eo bet ivez gant kêrioù all : Sant-Maloù, Lviv, Exeter ha Calvi (Korsika). Implijet eo ivez gant familhoù dre Europa a-bezh abaoe ar XVIvet kantved, evit lod e vefe abaoe an XIIIvet kantved pe a-raok. E Bro-Saoz, Bro-C'hall hag Iwerzhon e adkaver implij ar ger-stur familh-se, da skouer ar familh Lynch, unan eus 14 Meuriad Galway, familhoù marc'hadourien c'halloudus eus Galway.