Sent Breizh a vez graet eus tud, bet ganet e Breizh pe o deus bevet enni, hag o deus tapet brud vras abalamour d'o feiz katolik ha d'o deoliezh. Nebeut anezho zo bet anavezet gant an Iliz katolik roman hag an darn vrasañ a oa bet lakaet da sant pe santez gant ar bobl.
Evit lod zoken n'eo ket sur e vije bet anezho ervat en tu all d'ar vojenn, ur vojenn savet ha klinket gant leaned o klask abegoù d'an azeulerezh, un nebeud kantvedoù pelloc'h. Ur sant hag e oa kontet obererezhioù burzhudus war e dro a c'helle broudañ muioc'h a feizidi er manati lakaet dindan e anv ha muioc'h a binvidigezhioù evit ar menec'h war un dro.
Setu perak ez eus bet adkavet meur a vuhezskrid e latin, dezho an talbenn « Vita + anv latin ar sant ». Diwar-benn un nebeud sent ez eus bet savet daou pe dri doare, berr pe hir pe werzaouet.