Ar Sexteto Habanero, anvet diwezhatoc'h Septeto Habanero, a oa ul laz sonerien savet e La Habana, Kuba, e 1920.
Savet e oa bet al laz Cuarteto Oriental (diwar anv "Proviñs Oriente", e reter-pellañ an enez), e 1918 e La Habana gant Ricardo Martinez, genidik eus Santiago de Cuba en Oriente. Pa guitaas al laz pevar e teuas da laz c'hwec'h, hag ar c'hwec'h-se a oa holl eus La Habana, setu ma oa naturel dezho ar c'hemm. Abaoe eo deuet da vout ur seurt monumant broadel.
En deroù e oa ar c'hwec'h soner-mañ :
Felipe Neri Cabrera Urrutia (1876-1936), kan ha maracas, a savas Las Maracas, Nieve de mi vida, hag e bried Juana Gonzalez, a savas Loma de Belen ;
Gerardo Martinez Rivero, kan ha gourbiolin, lesanvet « El Principe » dre ma veze stipet dalc'hmat, a savas Coralia, Elena la Cumbanchera (kanet gant tud a-leizh, evel al laz Sierra Maestra), Diana Habanera, El Florero hag un toullad re all ;
Carlos Godinez (Casablanca 1886-1952 Marianao), a gemeras lec'h Ricardo Martinez da seniñ « tres », ar gitar kuban teirc'hordennek, a savas Tribilin Cantore, Mujeres que gozan ;
Guillermo Castillo Garcia (1880-1949), gitarour, a savas Tres Lindas Cubanas ; mervel a reas en dienez ;
Oscar Sotolongo, soner bongos, a lezas e lec'h gant Agustin Gutierrez adal 1925.
Kemmoù a voe adal 1925 :
Jose « Cheo » Jimenez (Cienfuegos 1910-1929), kaner ; mervel trumm a reas war al lestr a gase al laz da Europa da seniñ e foar Sevilla, ha taolet e voe e gorf er mor ;
Abelardo Barroso Dargelez (1905-1972) a erruas e 1925, ha bloaz goude ez eas kuit da ganañ gant ar Sexteto Boloña ; e 1927 e teuas en-dro; e 1928 ez eas kuit adarre gant Sexteto Nacional Ignacio Piñeiro, ma laoskas e lec'h e 1929 (ur pennadig berr) gant Jose « Cheo » Jimenez ;
Agustin Gutierrez, kensaver Ahora si, paotr ar bongos ;
José Maria Incharte, lesanvet « El Chino » ;
Miguel Garcia Morales (1902-1993), kensaver Ahora si, adal 1930 ;