Rann eus | Talbenn Reter aloubadeg Ukraina gant Rusia ![]() |
---|---|
Stad | Ukraina ![]() |
Lec'h | Mariupol ![]() |
Daveennoù douaroniel | 47°7′50″N 37°33′50″E ![]() |
Deiziad kregiñ | 25 C'hwe 2022 ![]() |
Deiziad echuiñ | 20 Mae 2022 ![]() |
Deskrivet en URL | https://www.twitter.com/Maxar/status/1501630980930609160 ![]() |
Seziz Marioupol a oa kroget d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022 ha padet betek an 20 a viz Mae, ul lodenn eo bet eus aloubadeg Ukraina gant Rusia. Stourmet eo bet etre nerzhioù lu Rusia (harpet gant bezenoù Republik pobl Donetsk) ha nerzhioù tirlu Ukraina evit bezañ mestr war kêr Mariupol e gevred Ukraina. Padet eo tost da dri miz, met trec'h e oa bet ar rusianed ha Republik Pobl Donetsk a-benn ar fin. Kollet e oa bet gant Ukraina mestroniñ war ar gêr. Holl nerzhioù Ukraina a oa chomet e kêr o devoa kodianet en Uzin houarn ha dir Azovstal d'an 20 a viz Mae 2022,[1] pa oa bet urzhiet dezho paouez gant ar stourm.[2][3]