She's Not There (N'emañ-hi ket aze e brezhoneg) zo ur ganaouenn saoznek gant ar strollad sonerien rock breizhveuriat The Zombies. Savet e oa bet gant ar soner saoz Rod Argent.
2:25 he fadelezh, enrollet e oa bet d'an 12 a viz Mezheven 1964 e studioioù Decca Records (West Hampstead, Londrez). Perzh eo eus ar bladennig a oa deuet er-maez d'ar 24 a viz Gouere 1964, You Make Me Feel Good war he zu B. Bez' e voe lakaet e-barzh kentañ albom The Zombies — Begin Here — deuet er-maez er Rouantelezh-Unanet e miz Meurzh 1965. An albom The Zombies, deuet er-maez e Stadoù-Unanet Amerika e miz Genver 1965, a c'haller he c'havout ennañ ivez.
Renket e voe da wellañ kanaouenn gant ar gelaouenn stadunanat Cashbox ha lakaet da eil gant Billboard e penn-kentañ miz Kerzu 1964.
E miz Meurzh 2014 en devoa implijet an embregerezh Chanel ar ganaouenn e-barzh ur bomm bruderezh (an aktourez saoz Keira Knightley o c'hoari ennañ) da-geñver ur c'houlzad brudañ evit ur c'hwezh-vat nevez-savet.