Er rinegouriezh e vez anv eus sifr Kaezar dre ma'z eo un doare da rinegañ ur skrid hag a veze implijet gant Caius Julius Caesar evit mont e darempred gant e jeneraled. Kuzhat a rae ster e skrid dre gemmañ al lizherennoù.
E-lec'h pep lizherenn e lakaer ul lizherenn all bet kemeret un tamm pelloc'h hervez urzh al lizherenneg. Da skouer, mar dibaber an niver 3 evit an dilec'hiañ e vo erlec'hiet al lizherenn D (a zo 3 flas pelloc'h el lizherenneg) ouzh al lizherenn A, B a zeuio da vezañ E, hag all, betek Z a droio da K (el lizherenneg A B K D E).
Sifr Kaezar a c'hell bezañ implijet en ur reizhiad rinegañ luzietoc'h, evel Sifr Vigenère. En deiz a hiziv e c'hell bezañ lakaet da dalvezout c'hoazh e reizhiadoù luziek evel ROT13 (ROTate by 13 places) ma kemerer an 13vet lizherenn evit dilec'hiañ : A a dro da N, B da O, etc.
Evel an holl zoareoù rinegañ eeun diazezet war eilpennañ lec'h al lizherennoù e vez aes a-walc'h kavout an alc'hwez, kompren penaos ez a sifr Kaezar en-dro ha disrinegañ ar skridoù a ra gantañ. Ne zegas tamm surentez ebet evit ma chomfe kuzh ur skrid.