Simone Griffeth, ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1950, anvet a-wechoù gant he anv dimeziñ Simone Griffeth-McDonald, zo un aktourez stadunanat. Studiet he deus an arzoù en University of South Carolina e-pad tri bloaz. Pa oa el lise, Simone Griffeth a oa aktourez en un abadenn sizhuniek evit ar vugale war ar chadenn Columbia television. Gwelet e oa bet ivez en ur bruderezh skinwel pa oa hi 15 vloaz.