Sindarin (Edhelen) | |
---|---|
Eil yezh hepken | |
Perzhioù | |
Komzet e : | er bed-faltazi Arda |
Rannved : | e Beleriand |
Komzet gant : | un nebeud tud a ra ganti dre skrid |
Familh-yezh : | Yezh savet a-ratozh
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | nep lec’h |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | eo |
ISO 639-2 | art |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | sjn |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Unan eus ar yezhoù komzet gant an elfed e-barzh oberenn Tolkien eo ar sindarin. Implijet e oa gant ar Sindar, an elfed o doa choazet da chom e Douar ar C'hreiz. Evel ar yezhoù elfek arall e teue eus an Telerin boutin met er c'hontrol d'ar c'hquenya, en deus kemmet kalz. Pa zistroas an Noldor da Zouar ar C'hreiz e tivizjont komz sindarin daoust ma kredent e oa kaeroc'h Quenya. Kalz gwrizioù boutin gant quenya en-doa sindarin ha damheñvel e oa an div yezh. Kemmusoc'h e oa sindarin, avat, ha bez e oa kalz rannyezhoù.