Sit tibi terra levis (Ra vo skañv an douar dit) zo ul lavared latin hag a veze skrivet war ar bezioù henroman, a-wechoù S.T.T.L. hep mui, a-raok an oadvezh kristen.
Kemeret eo bet e lec'h avat gant an droienn gristen Requiescat in pace, R.I.P., "Ra gousko er peoc'h".
Doareoù all a gaver ivez: T·L·S terra levis sit, T.L.S. "Ra vo skañv an douar" ha sit ei terra levis, S.E.T.L., "Ra vo skañv an douar dezhañ".
Meneget eo bet gant meur a varzh latin evel Albius Tibullus :
[...] et "bene" discedens dicet "placideque quiescas, terraque securae sit super ossa levis". Albius Tibullus, Elegiae ("[...] ra vo skañv an douar dit war da eskern.")[1]
Meneget eo bet gant barzhed all ivez : Propertius, Ovidius, Aulus Persius Flaccus ha Martialis en o zouez.