Skoed Herakles (Ἀσπὶς Ἡρακλέους Aspis Hērakleous en henc'hresianeg) zo un darn eus ur varzhoneg c'hresianek lakaet dre fazi war gont Hesiodos. Krediñ a reer e oa bet savet e penn kentañ ar VIvet kantved kt JK. Savet e oa gant ur barzh a zreveze deskrivadur skoed Ac'hilleüs e XVIIIvet kan an Ilias. A-wechoù e reer meneg eus ar ger henc'hresianek, Aspis, a-wechoù all eus ar ger latin, Scutum.