Solomana Kante

Solomana Kante pe Souleymane Kante (1922-1987) a oa ur skrivagner eus Ginea en deus ijinet ar skritur nkoek, ul lizherenneg evit ar yezhoù mandingek komzet e kornôg Afrika. "N'Ko", anv ar skritur, a dalvez "me a lavar" er yezhoù-se.

Krouet e voe ar skritur-se gant Solomana Kante e 1949, evel ur respont d'ar pezh a veze lennet ha klevet alies d'an ampoent, d'ar gredenn ne oa ket gouest tud Afrika da lenn ha da skrivañ. A-raok taol-arnod Soloman Kante ne oa anavezet en e vro nemet doareoù-skrivañ ar galleg hag an arabeg. Implijet e voe ar skritur nkoek da gentañ e Kankan, e Ginea ; goude-se en em ledas er broioù all ma vez komzet yezhoù mandingek e kornôg Afrika.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne