"Solomon Grundy" zo ur rimadell saoznek dastumet hag embannet gant James Orchard Halliwell-Phillipps e 1842. Braskontet eo buhez Solomon Grundy enni evel pa ne vije padet nemet ur sizhun, o kinnig seizh oad mab-den enni.
Dont a rafe an anv "Solomon Grundy" eus an anv saoznek Salmagundi, anv ur meuz deuet eus ar galleg d'ar saozneg er XVIIvet kantved, anezhañ ur meskaj kig, saladenn, begoù-kamm, vioù, ha traoù all. Disleberet e vije bet an anv en XVIIIvet kantved, ha troet da Solomon Gundy, ha dreist-holl e SUA[1].