The Republic of South Sudan Republik Soudan ar Su | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Kan broadel | South Sudan Oyee! | ||||||
Yezh ofisiel | Saozneg | ||||||
Kêr-benn | Juba | ||||||
Gorread | 619 745 km² | ||||||
Poblañs • Hollad ò Stankter |
8 260 490 (2009) 13,3 /km² | ||||||
Prezidant | Salva Kiir Mayardit | ||||||
Moneiz | Lur susoudanat | ||||||
Kod pellgomz | 211 | ||||||
Kenrouedad | .ss (kinniget) |
Soudan ar Su, pe Susoudan, ent-ofisiel Republik Soudan ar Su (Republic of South Sudan e saozneg), zo ur stad e-kreiz kevandir Afrika, distag diouzh Soudan abaoe an 9 a viz Gouere 2011. En-dro da Soudan ar Su emañ stadoù Soudan en norzh, Etiopia er reter, Kenya, Ouganda ha Republik Demokratel Kongo er su, hag ar Republik Kreizafrikan er c'hornôg. Juba eo ar gêr-benn.
Gwechall e oa ul lodenn eus Soudan. Goude bloavezhioù brezel en eil hanterenn an XXvet kantved e oa bet un emglev peoc'h etre ar gouarnamant kreiz hag Luskad Pobl evit Dieubiñ Soudan. Hervez an emglev-se ez eus bet dalc'het ur referendom e 2011, etre an 8 hag 15 a viz Genver, evit gouzout ha fellout a rae da annezidi ar Su kaout ur stad dizalc'h pe chom e framm Soudan. 98,83% eus ar voterien o deus votet “ya” d'an dizalc'hiezh, hervez an disoc’hoù ofisiel embannet e miz C'hwevrer. Goude ar referendom-se eo bet embannet ar stad dizalc'h nevez d'an 9 a viz Gouere 2011, gant an anv Republik Susoudan (Republic of South Soudan e saozneg, ar yezh ofisiel). Statud rannvro Abyei, war an harzoù etre Soudan ha Soudan ar Su, n'eo ket sklaer c'hoazh hag ur referendom a zlefe bezañ dalc'het eno diwezhatoc'h evit gouzout hag-eñ e vo staget ouzh an norzh (Soudan) pe ouzh stad nevez ar su (Soudan ar Su).