Ar Spartiated (henc'hresianeg : Σπᾰρτῐᾱ́ται Spartiatai), anvet an Homoioi (Ὅμοιοι, "ar re a zo heñvel") ivez, a oa keodedourion a vegenn Sparta.
Difennet e oa d'ar Spartiated labourat dre ma vezent maget gant tud a renkoù izeloc'h (an Hiloted, Εἵλωτες Heílôtes) hualet ganto. Adal un oad yaouank e veze embreget ar baotred war ar brezeliñ ha lakaet en arvar bras evit o lakaat da vout brezelourion dizaon. En emgannoù e vezent gwelet evel ar gadourion wellañ e Gres, ha nerzh o arme ag Hoplited (ὁπλίτης hoplítēs) a lakaas Sparta da vout ar Stad c'halloudusañ er marevezh-hont e Gres. Ar c'heodedoù-Stad arall ne gredent ket mont da argadiñ Sparta, daoust ma ne oa nemet 8 000 Spartiat d'ar muiañ.[1]