Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv ganedigezh | Lucas Adrien Hauchard ![]() |
Anv-bihan | Lucas ![]() |
Anv-familh | Hauchard ![]() |
Lesanv | Squeezie ![]() |
Deiziad ganedigezh | 27 Gen 1996 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Vitry-sur-Seine ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Bet war ar studi e | Descartes Lycée ![]() |
Deroù ar prantad labour | 2011 ![]() |
Perzhiad e | 2022 GP Explorer, 2023 GP Explorer ![]() |
Oberenn heverk | Oxyz ![]() |
Lucas Hauchard, lesanvet Squeezie, ganet d’ar 27 a viz Genver 1996 e Vitry-sur-Seine (Val-de-Marne) a zo un animatour dudi hag embreger. Hiziv e vez heuliet gant 41,9 milion[1] a goumananterien en holl war e rouedadoù sokial.
Krouet en doa e rouedad Youtube kentañ e 2008 met e 2011 e oa bet krouet e rouedad a vremañ gant al lesanv Squeezie. Krog eo da vezañ anavezet dre ober videoioù gaming ; goude se, evit dedennañ muioc’h a dud e oa krog d’ober videoioù liesseurt. E 2013 en doa krouet ur rouedad, e kenlabour gant Cyprien, unan eus ar youtuberien vrudetañ anavezet er mare-se, hag e voe evit Squeezie ul leurenn-lañs evit dont da vezañ anavezet kenañ.
Er-maez eus e rouedadoù sokial e kemer perzh e meur a raktres all evel Yoko, ur merk dilhad, pe Gentle Mates, un embregerezh e-sport.