| ||||
---|---|---|---|---|
Klub bet krouet e | 1904 | |||
Livioù | melen ha glas | |||
Stad | Stad Fred-Aubert | |||
Kampionad 2015/2016 | CFA 2 (str. A) | |||
Prezidant | ![]() | |||
Gourdoner | ![]() |
Stad Sant-Brieg, Stade Briochin ez-ofisiel, eo koshañ klub mell-droad Aodoù-an-Arvor. D'an 12 a viz Ebrel 1904 e voe krouet dindan an anv Stade et Véloce Club Briochin, rak ur rann varc'hhouarnerezh a oa enni. Pa voe degemeret atletourien ivez e voe kemmet e anv: Stade Briochin Université Club. Goude an Eil Brezel-bed ez eas da Stade Briochin. Etre 1993 ha 1997 e voe Stad Sant-Brieg ur c'hlub a-vicher anezhañ: Stade Briochin Côtes d'Armor a veze graet anezhañ d'ar c'houlz-se. Abalamour dezhañ bezañ graet freuz-stal e voe ret dezhañ paouez a-daol-trumm e miz Meurzh 1997. Er pempvet live e rankas adkregiñ ganti e miz Gwengolo. Abaoe 2011 eo deuet da benn ar Stad da bignat a rummad da rummad, a-drugarez da labour ar prezidant Guillaume Allanou ha d'ar gourdoner nevez Sylvain Didot. Abaoe 2013 e c'hoari Sant-Brieg e CFA 2, ar pempvet rummad, asambles gant Dinan-Léhon, Stad Lannuon ha skipailh B War-raok Gwengamp.
Melldroaderien Sant-Brieg a vez graet Gripied anezho. A-liv gant ardamezoù kêr Sant-Brieg eo o rochedoù, da lavarout eo melen ha glas. E Stad Fred-Aubert e c'hoariont aboe 1990.