Stad Roazhon | |
---|---|
Klub krouet e | 1901 |
Anvioù kent | Stade Rennais (1901-1904) Stade Rennais UC (1904-1972) |
Statud a-vicher | abaoe miz Gouere 1932 |
Livioù | ruz ha du |
Stad | Roazhon Park (31 127 plas) |
Ar muiañ a dud | 29 490 den (20 Eost 2005, OM) |
Sez | 111, hent an Oriant CS 53909 35039 Roazhon Cedex 4 |
Internet | staderennais.com |
Stad Roazhon pe ar Stade Rennais Football Club pe SRFC zo ur c'hleub mell-droad a vicher e kêr Roazhon, krouet e 1901. E 1932 e ya da vicherel diwar atiz e brezidant Isidore Odorico, hag er bloavezhioù 1960 e teu da vezañ unan eus gwellañ klub Frañs. Goude ur prantad diaes etre 1972 ha 1998 e tistro er vegenn a drugarez d'ar mondian François Pinault. Mont a ra Kib Frañs gantañ a-enep ar Paris Saint-Germain e 2019.
Abaoe 2009 e vez sonet ar Bro gozh ma zadoù a-raok pep krogad er Roazhon Park.