State of Decay (c'hoari video)

State of Decay a zo ur c'hoari video gwezh-avantur ha dreistbever sevenet gant Undead Labs hag embannet gant Microsoft Studios. Pouezañ a ra ar c'hoari war na penaos e teuio a-benn ar c'hoarier da dalañ ouzh ur mor a c'hudennoù, evel pourvezhioù an dreistbeverien o tisken, diwall ouzh fiziañs ha startijenn ar strolladuig, en em zifenn rak ar zombied, sevel ur goudor, ha diwall ouzh buhez izili ar strollad. Ar c'hoari a gemmesk meur a zoare c'hoarioù en unan gant lodennoù tennañ, en em guzhañ, doare RPG ha c'hoarioù strategiezh. Ar c'hoari a vount war ar c'hoarier evit rediañ anezhañ da gemer riskloù evit ergezhiñ e en-dro, kavout dafar, ha stourm a-enep ar zombied.

Embannet e oa bet evit ar wech kentañ war Xbox 360 d'ar 5 a viz Even 2013 ha degemeret gant alioù pozitivel. Un doare war Microsoft Windows a voe embannet d'an 20 a viz Gwengolo 2013 dre ar savenn Steam, hag an doare Early Access. Embannet e vezo dre un doare reizh d'ar 5 a viz Du 2013. Ur stumm adsavet ha titlet State of Decay the Year-One Survival Edition a voe embannet d'an 28 a viz Ebrel 2015 war Microsoft Windows hag Xbox One gant alioù en entremar.

State of Decay 2 a zo bet kemenet da vezañ embannet war Xbox an E3 2016. Ar c'hoari o tegas an tu da c'hoari gant ur stumm kenlabourat liesc'hoarier, a vefe da vezañ embannet e 2017.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne