Stateira, pe Stateira Iañ , marvet war-dro 332 kent JK, a oa pried da roue Pers, Darius III , ha marteze e oa c'hoar pe hanterc'hoar dezhañ, evel a sil Justin[1].
Brudet e oa da vezañ kaerañ maouez a oa war an douar.
Div verc'h o doe ar roue hag ar rouanez: Stateira (anvet evel he mamm) ha Drypteis.
Mont a rae ar rouanez, hervez giz rouanezed he bro, da-heul he fried pan ae da vrezeliñ . Setu perak e voe prizoniet gant Alesant Veur, roue Makedonia, goude emgann Issus e 333 kent JK.
Tec'hel kuit a reas Darius ha leuskel e diegezh e kêr Issus, e vamm Sisygambis, e wreg Stateira, hag o merc'hed. A-hervez e voe graet brav dezho gant Alesant a roas tu dezho da zerc'hel o renk roueel.