Stefano Rosselli, markiz del Turco a zo bet ganet d'ar 27 a viz Gouere 1877 e Firenze (Italia) ha marvet d'an 18 a viz Eost 1947.
Mestrc'hoarier ha kazetennour echedoù italian .
E 1911 e krouas e Firenze ar gazetenn L'Italia Scacchistica; ren a reas ar gazetenn adalek 1911 betek 1916 hag adalek 1924 betek 1943. Embannet e vez c'hoazh. Ar gazetenn echedoù koshañ eo en Italia.
Dont a reas da vezañ Mestr e 1900 ha Mestr Etrebroadel (Kevre Bedel An Echedoù- FIDE) e 1950.
Div wezh e voe trec'h e Kampionad Italia, e 1923 ha 1931. Trec'h e voe en ur yoc'h tournamantoù broadel adalek 1920 betek 1941. Adalek 1927 betek 1937 e c'hoarias gant skipailh broadel Italia e pemp Olimpiad.
E 1925, e Tournamant Etrebroadel Baden-Baden (Alamagn), e voe trec'h en ur bartienn a-enep d'ar Mestr Meur Etrebroadel alaman Tarrasch ha gober a reas ur bartienn nul (1/2 - 1/2) a-enep d'ar Rusian Alec'hin hag a zeuas da vout kampion ar bed da c'houde.