Stephen Valentine Patrick William "Steve" Allen (New York, 26 a viz Kerzu 1921 – Los Angeles, 30 a viz Here 2000) a oa un den a skinwel, a skingomz, ur sonaozour, ur pianoour, un aktour, un dramaour hag ur skrivagner stadunanat.
Brudet-bras e oa e Stadoù-Unanet Amerika dre an abadenn skinwel The Tonight Show, a grouas e 1954 war NBC hag a zalc'has betek 1957 kent krouiñ The Steven Allen Show a badas betek 1964.
Strujus eo bet Steve Allen war meur a zachenn, p'en deus kemeret perzh e 20 abadenn skinwel, 10 film hag enrollet 58 pladenn. Evel skrivagner en deus sinet 44 levr.
Dre ma oa unan eus dalc'hidi an amgredoni skiantel — disfiz en devoa diouzh ar c'hredennoù na oant ket skoret gant fedoù skiantel — e sinas un niver bras e Skeptic, a zo kelaouenn ar Skeptics Society e Santa Barbara[1]
D'an 30 a viz Here 200 e c'hoarvezas e dremenvan, dre wander e galon goude ur gwallzarvoud-hent.