Stevie Ray Vaughan, ganet d'an 3 a viz Here 1954 e Dallas (Texas) ha marvet d'ar 27 a viz Eost 1990 e East Troy (Wisconsin) a oa ur sonaozour ha gitarour stadunanat. Gwelet e vez alies evel unan eus gitarourien wellañ an istor[1] evit ar perzh en deus c'hoariet e luskad reneveziñ ar blues er bloavezhioù 1980, asambles gant e strollad Double Trouble. Mervel a reas en ur gwallzarvoud biñsaskell e 1990, goude ur sonadeg er Wisconsin[2].
Kemeret en doa perzh e enrolladenn ar bladenn Let's Dance evit David Bowie (1983), ha sonet en doa gant meur a arzour brudet evel Buddy Guy pe Eric Clapton[3]. Peurliesañ e rae gant gitaroù Fender Stratocaster.