Stielhandgranate (brezhoneg : "greunadenn-zorn gant ur vazh") eo an termen implijet evit envel ur rummad greunadennoù, dezhe un dornell goad e stumm ur vazh, ijinet en Impalaeriezh alaman e deroù ar Brezel-bed kentañ hag implijet gant meur a vro e brezelioù hanterenn gentañ an XXvet kantved. Mont a raent en-dro en ur ziviñsañ ur golo e traoñ an dornell hag en ur sachañ war un neudenn stag ouzh an tarzher, a lakae ur gargad danvez-tarzh enbarzhet en ur granenn da darzhañ goude un nebeud eilennoù. Unan eus armoù an Eil Brezel-bed aesañ da anavezout eo abalamour d'e stumm dibar.